Nimfezed

Nimfezed ha satir, gant William-Adolphe Bouguereau (1873)
Hilas hag an NimfezedJohn William Waterhouse (1896)
Nimfenn an dourHerbert Draper (1908)

An nimfenned pe nimfezed (henc'hresianeg : νύμφη, nýmphē) eo an anv hollek a rae tud Henc'hres eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.

Ganet e oant eus an andonioù a zeue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.

Stag int ouzh ul lec'h pe un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vez ouzh un doueez e vez kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.

Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search